« Ret eo gouzout deus an amzer dremenet evit gellet mont war-zu an amzer dazont » Sed aze ar pezh a c’hellfe bezañ ger-stur Nanou Valy. War barlenn he mamm-gozh eo he deus gwelet an neudennoù kentañ o vezañ skoulmet. Hag hi plac’hig he daoulagad dispourbellet. He mamm-gozh deus treuskaset dezhi he ouiziegezh, an donezon. Hag hiziv e ra hi dres evel ma oa bet desket dezhi, ur mod hengounel, ma ranker kaout pasianted hag evezh rak n’eus ket par d’unan dornet mat evit dizoloiñ an tresoù bravañ. Padal n’eo ket dalc’het spered Nanou gant ar broderezh hengounel nemetken. Gouest eo da gas he arz war duioù dianav ! Evel ma rae gwechall ar « seiz-breur » pep hini gant e arz. Ur preder he deus : displegañ ar verb brodañ en amzer a vremañ, ha modernaat anezhañ… hep disoñjal ar pezh ‘zo bet.
Pelloc’h evit brodañ, e oar Nanou sevel, krouiñ pezhioù dilhad evit ar c’helc’hioù keltiek, ha dilhad leurenn evit arzourien ar vro… Ur skoulm etre an amzer wechall hag an dazont.
Yann-Herle GOURVES – Komedian, animatour war France 3 Breizh