Françoise KERJOSE – Atalier danvez

Entanet gant ar c’hrouiñ, an arz hag an dafar, Françoise he deus krouet Atelier BOEM e 2021.

Dre an danvezioù eo e laka war-wel labour arzourien awenet gant douaroù Breizh, en ur broduiñ lienaj evit an ti ha karrezennoù seiz. Heñchet gant ar c’hoant da lidañ pinvidigezh hêrezh ha gouiziegezh Breizh e pleustr bemdez Françoise war an teknik broderezh Korneli hanter sturiet ; ha krouiñ a ra pezhioù brodet dibar.
Un hêrezh doujet da vat, hag adsoñjet evit estaoladennoù a-vremañ eus ar broderezh hengounel.