« Ar vuhez. Kevrin ar vuhez, he fonnusted hag he zivuzulded. Setu ar pezh a vroud ac’hanon atav moarvat.»
« Etre tresañ, livañ, kizellañ, staliañ ha skrivañ, fardañ a ran oberennoù etre ar goulenn ha ar respont, o klask souezhañ an dud, etre goullonted ha leunded, etre ar pezh a weler hag an diwelus, etre gwirvoud ha faltazi, ar gounnar hag ar c’hoarzh… kement a wiskadoù kemmesket etrezo evit frammañ an diemskiant.
Heuliañ a ran ma hent o klask ma gwellañ eeunded sturiet ma’z eo gant ar gwirionez eus ar mare. Barzhoniel eo ma lusk ha n’em eus nemet gwirionezioù vresk da ginnig. Met krediñ a ran er c’haerder ha klask a ran en em zieubiñ diouzh va zu-où nevrotek kentoc’h eget c’hoari ganto.
Ganet on war ar c’hozh Tamm douar-mañ hag a stummas ar merc’hed hag ar baotred en ur
doare unvan. Don eo ma gwrizioù, galloudus ha magañ a reont en un doare naturel va c’hrouadennoù o reiñ dezho an esparder-se en o livioù. Ne gomzan ket eus livioù ar bannieloù pe aotramant re ur wiskamant a servij re alies evit kefridi feuls. Komz a ran eus ar re a laka ur sevenadur da vezañ pinvidik, eus an doare da vezañ keoded ar bed, eus an doare da gontañ ar bed.
Ha forzh sevenadur, pegen bihan e vefe, a zo ul liv a binvidika paliked kaer an denelezh. Va flijadur vras eo en em gavout e lec’hioù all, kement-mañ evit en em vagañ gant blazioù nevez ha santout hol lec’hiou a-unvanidigezh. »
Christophe Le Baquer a zo o chom hag o labourat e Pleumeur-Bodou. Goude bezañ klasket micherioù disheñvel en e yaouankiz, en em skrivas da seiz vloaz warn-ugent e skol an arzoù-kaer e Brest.
Tregont vloaz goude, e krou atav en ur heuliañ un hent dibar ha liesstummek gant e spered dizalc’h.