Awen PRIGENT – Poder

Abaoe 2005 ‘vez Awen Prigent o labourad ar pri, poder eo e vicher, met ivez strobineller an douar, hep harz ebet a fed ijin  , o kenlabourad gant an tammoù pri burzhudus se.
Reiñ buhez d’ar pezhioù a ra, podoù a vo implijet war ar bemdez ,o klask mont atav  war an tu brav deus an traoù, o c’hoari ivez gant kemmoù an  danvezioù.
Lakaad en eneb douar rustr gant an hini dous, liv du meizh gant liv gwenn lufr, pezhioù simpl gant podoù bras klnklet ha fichet kaer.
Gwriziennet mat eo eñ, en e Vro Dreger : Bro Breizh gant he endro hag he sevenadur, zo ur pinvidigezh dibaouez da aweniñ e labour dezhañ.
Arouezioù kozh a vez implijet ivez gantañ, adstummet en amzer a vremañ, o tresañ ur yezh kevrinus war ar podoù, a gomzo da bep a dud, hervez o sonjoù.
Hemañ  ‘zo maih ivez,  da stummañ en un doare frank  ar pri, o lakaad  telwennoù ijinet da vezañ bev , pe tost.