Eus brasañ skolioù ar c’hize Londrez eo bet diplomet Nolwenn Faligot, ha labouret he deus e Bro-Saoz, e Slovakia, e Sina, e Bro-Japan, koulz hag er Fashion Week e Pariz. Ha dre ma felle dezhi sevel ur merk o tougen hec’h anv he deus divizet dont d’en em staliañ e Breizh, he bro genidik, hag eno he deus savet ul c’hiziaoueg evit ar maouezed, cheuc’h koulz hag aes da wiskañ.
"Levezon Breizh, digor-bras war ar bed"
Un emgav kizidik etre un hêrezh keltiek ha levezonioù deuet eus pevar c’horn ar bed, setu pezh a gaver e dilhad he merk, evel o tasoniñ laouen glad gwiskamantoù Breizh er bed a-vremañ.
Sevel a ra ivez giziaouegoùigoù gant an embregerezh Armor Lux, o reiñ ul lusk nevez d’ar c’hiz klasel en ur silañ enno roud he spered krouiñ.