Mathieu Le Guern, pe c’hoazh Krank Du diouzh e lesanv, a ra dioutañ ivez «kontell suis breizhat». Goude bezañ bet o studiañ an dizagn e lise Vauban e Brest, eo aet da skol Boulle e Pariz, hag e-pad c’hwech vloaz eo bet o labourat e-giz dizagner arrebeuri hag aozer annezioù a-raok mont da c’hrafour war e gont.
En o aes e vez ar c’hranked du koulz er mor ha war an douar, ha pa chomont stag ouzh ar reier. Pa dap poltriji e chom Mathieu stag ouzh ger-stur e gumun, Plougastell : War zouar ha war vor.