Etre an daou vrezel, er bloaz 1923, e oa bet krouet luskad arzel Ar Seiz Breur gant ur strollad arzourien a Vreizh a oa bet divodet e 1947. Gant ul luskad all e oa bet awenet, hini an Arzoù kinklañ, hag en hevelep tro gant hini an Arts & Crafts eus Breizh-veur, ha gant hini ar Bauhaus alaman, eo bet toullet an hent war-zu ur gened a-vremañ a gas war-raok yezh ha sevenadur ar vro. Pa oa ar strollad en e barr e oa bet betek un tri-ugent arzour bennak ennañ (tisavourien, broderien, poderien-pri, ebenourien, engraverien, livourien, kizellerien, ha kement zo…). E-touez ar re anavezetañ, Jeanne Malivel, Reun Kreston, Suzanne Candré-Kreston, Zavier Langleiz, James Bouillé, Robert Micheau Vernez, Jorj Robin, Per Peron ha Joseph Savina. Jeanne Malivel (1895-1926), a oa kelennerez e skol an Arzoù-kaer e Roazhon, ouzhpenn bezañ engraverez ha kinklerez, a roas al lañs d’al luskad, gant Kreston hag e wreg, ha deuet e oa anv ar «Seiz Breur» diwar anv ur gontadenn bet klevet ganti en he yaouankiz. Divizet e oa bet gant ar Seiz Breur kenlabourat evit sevel un arz breizhek arnevez a rafe al liamm etre ar gwellañ eus an hengoun hag eus redioù ar vuhez a-vremañ.
“Mont a ra luskad ar Seiz Breur a-enep d’ur skeudenn diamzeret eus o bro, gwallgaset m’eo bet gant an touristelezh en deus implijet arouezioù dismegañsus ha folklorajoù evit e daolenniñ.”
Evit diazezerien al luskad e ranke an arz breizhet bezañ «eztaol buhez hec’h ene », da lâret eo chom diouzh ar mare, ha n’eo ket ur c’hatalog oberennoù kozh. Gant ar Seiz Breur e veze lakaet war-raok liested an danvezioù hag an teknikoù, ha broudañ a raent implij danvezioù pe teknikoù nevez. Lakaet o doa da dalvezout meur a vod skignañ o labour : adalek al levrioù hag ar c’hartennoù-post en ur dremen dre an timbroù, an deiziataerioù, ar bravigoù, an arrebeuri, an torchennoù brodet, an tasoù pe ar skritelloù.