Ganet eo Yves Brand’honneur e miz Gouere 1958 en ur familh artizaned. Gant e studioù klasel e vez kaset d’ur skol e Sant-Gregor, lec’h ma vez kelennet dezhañ diazezoù ar vicher.
Krouet eo bet e embregerezh gant YBH e 1983, 23 bloaz eo. D’ar mare-se, pa veze fardet arrebeuri giz giz, evel reneveziñ arrebeuri kozh, e c’halle un ebenour barrek bevañ diouzh e arz. Fardañ a ra ivez kefioù evit degemer ograou elektronek e-plas an harmoniourioù kozh deuet da vezañ diamzeriet.
En hevelep koulz, Yves a fell dezhañ en em varekaat. En em laka e-barzh ul lusk stummañ a vez graet « aketus ha dibaouez » gantañ. Dindan ren Yvon Palamour, mestr ebenour brudet ha major ar skol Boulle, e tap an titl a « mestr artizan » e 91.
Goude bezañ bet tapet ar statud M.O.F (Ar vicherour gwellañ e Frañs) e 2000 e krog gant ar vicher stummer e Skol-veur micherioù Gwened evit ar sevel arrebeuri. Un araokadenn vicherel hag hiniennel eo evitañ. D’ar mare-se eo bet resisaet an traoù evit mont war-zu ur produerezh a vremañ. Kensevel a ra ar gevredigezh vicherel « ebénistes créateurs de Bretagne » e 2004.
E-keit-se e ren enklaskoù war hir dermen ha studiadennoù istorel war labourioù ar Seiz Breur ha war an arrebeuri breizhek hengounel.Savina – Le Corbusier, De l’art celtique à la sculpture moderne Yves Brand’honneur, Pascal Aumasson – ti embann Locus Solus